Brezhoneg !

BRIZH-DU : Ar vuoc’h en em ra diouzh an natur

Ur ouenn gozh

Goude bezañ bet unan eus gouennoù bras Bro-C’hall (700 000 penn-chatal renablet e 1900), e tigresk a-galz niver ar saout Brizh Du er bloavezhioù 60; gwelet e oa evel ur vuoc’h na rae ket trawalc’h a laezh.

E 1976 e oa bet savet ur steuñv da wareziñ anezhi, ar steuñv gwareziñ kentañ bet savet evit ar chatal; a drugarez da se e voe savetaet ar ouenn pa oa tonket mod-all da vont da get tro 1980. Gant 311 parez e voe kroget. Abaoe e kresk niver ar buoc’hed (etre 8 ha 10 % bep bloaz, 2500 parez e 2016); niver an desaverien a gresk, eñ ivez : 470  int e 2016 ha 70 anezho pe war-dro a zo tud a vicher.

Etre Arvor hag Argoad

Kar eo gouenn ar saout Brizh Du da lod-all a gaver e Bro Saoz : Kerry, Devon, Jerzenez, Gwernenez. Stummet eo bet a-hed ar c’hantvedoù gant rummadoù desaverien. Kavell ar ouenn a zo bet Bro-Gerne ha Bro-Wened, douaroù greunvaenek treñk ha paour o deus roet dezhi he harzded, he ment bihan, ha he galloud da dalvoudekaat  bouetaj gros.

Ur vuoc’h-laezh koant ha bihan he ment

Ar ouenn bet ganet e Breizh a vez diforc’het dre meur a berzh : ment bihan (1,17m adalek an draen), blevenn brizh-du (muioc’h a zu eget a wenn), kerniel gwenn o diazez ha du o begoù, alies ur stumm lourenn dezho. Stumm standard diazezet e 1885.

  • Deuet en o ment e pouez ar parezed etre 350 ha 450Kg; ar pared : etre 500 ha 700Kg. A drugarez da labour gredus desaverien birvidik he deus miret ar ouenn Brizh-Du dezverkoù o deus graet he brud
  • Kalzig laezh roet ganti : 4000Kg a 70%o kempennet gant boued a-zoare,
  • Laezh pinvidik : FDDL 45,5%o ha FP 33,5%o (disorc’hoù kontrol-laezh 2016)
  • Buhez hir : 15 vloaz ha muioc’h zoken,
  • Frouezhusted mat : 1,3 ensperiadenn dre vuoc’h-laezh
  • Prantad berr etre daou leue : 11 miz a zo boutin evit saout-kig,
  • Kentañ leue abredik : gouest int da halañ da 2 vloaz,
  • Aes dezho halañ, zoken leueoù diwar tirvi a ouenn all troet d’ar c’hig,
  •  Emazasaad aes ouzh lec’hioù nebeud degemerus : douaroù paour, ampledoù bras e gwrez an amzer.

Gwriziennet don er vro

E Breizh hag e broioù al Liger dreist-holl eo e vez desavet ar Brizh-Du. Un dornad desaverien a gaver ivez el Limousin, en Aovergn, ar Pyreneoù, dre m’en gav ar ouenn en he bleud er menezioù pe war zouaroù digompez.

Ur ouenn a-zoare evit an treuzfeurmiñ en atant.  E tiegezhioù a ra o mad  diwar al laezh roet hag al leuoù ganet diwarni emañ lec’h ar vuoc’h Brizh-Du : pep tra – laezh treuzfurmet en atant ha gwerzhet war-eeun, ha loened desavet ouzhpenn -danvez da dalañ ouzh ezhommoù an tiegezh

Geot Peuret Hag Er-Maez

 Boued-chatal gros talvoudekaet

Takadoù natur kizidik dalc’het brav ganti.

Desavet e atantou Tiegezhel

  • etre 20 ha 35 000 litrad kota-laezh dre zen
  • tropelladoù etre 10 ha 45 buoc’h
  • etre 10 ha 60 ha e pep tachenn
  • gounid treuzfurmet war al lec’h ha gwerzhet war-eeun.

Teir Micher En Unan

Desevel saout / Treuzfurmiñ laezh / Gwerzhañ.

Gounid savet diwar an desevel, Un endro doujet dezhañ, Pratikoù plijet o kavout o c’hoant.

Laezhaj A-Zoare Ha Liesseurt

Treuzfurmet e vez laezh ar Brizh-Du war an atant evit gounit laezhaj liesseurt; da skouer, al laezh-tev (laezh-hir), ur produ dibar a Vreizh gwerzhet dindan ar merk « Gwell ».

Da bep mare, un doare laezhaj disheñvel :

Da grog gant an devezh : edaj gant « Gwell ».

Da adlein e-kreiz mintin :  ur jelkenn bara-amann.

Da vare an digor-kalon : keuz fresk war ur wastell-sal.

Da greisteiz : « gwell » e-giz lipig gant boued-kriz.

Ur pred etre mignoned : jelkennoù fourmaj-laezh tom war vara-kraz : plijadur asur !

Un dibenn-pred fresk ha saourus : keuz-gwenn graet gant laezh-kriz ha frouezh-ruz : gwell n’eus ket !

C’hoant bamañ ho mignoned : fardit dienn « Chantilly ».

Diaesterioù kousket : 3 loaiad-bras « Gwell » ha d’ar gwele !

https://www.legwell.fr/